Brezhoneg ba busoù Gwened get Ai'ta.
Tri blez 'zo oa bet sinet ar garta Ya d'ar Brezhoneg get tolpad kêrioù Gwened. Ha n'eo ket bet heuliet a-dost ar promesoù a-c'houde. Peogwir emañ an dilennadegoù é tostaat hag evit ma vehe anatoc'h an diwyezhegezh du-hont deus strollad Ai'ta bro Gwened savet un oberenn tro dro d'an transport. Arsavet eo bet ur c'harr-boutin get un ugentad a dud, ha peget gete pegsunioù henval doc'h ar skriturioù e galleg. Ronan, perzh er c'holektif a zispleg deomp pelloc'h.