Nann d'an armoù nukleel
80 bloaz 'zo eo bet lañset bombezennoù nukleel war Hiroshima ha Nagasaki e Bro Japan, o doa lazhet tro 200 000 den en holl. Ar re ne oant ket bet devet na marvet war an taol a zo alies marvet gant ur c'hrign-bev liammet d'ar radioaktivelezh da c'houde. Daoust da se, ha daoust d'ar fed ma vefe bet savet ur feur-emglev a verzh an armoù nukleel e 2017, daoust d'ar Priz Nobel bet roet e 2024 d'ur gevredigezh a vod tud a-enep d'an armoù nukleel, daoust d'ar brezelioù a vez e hiziv an deiz dre ar bed, n'eo ket anat c'hoazh lâret eo ret paouez gant an armoù-mañ. Ur vodadeg a oa aozet gant ar CIAN (collectif pour l'interdiction des armes nucléaires) Penn ar Bed dec'h er Faou ha war Menez C'hom evit gervel an holl da c'houlenn gant gouarnamant Bro C'hall distruj e armoù nukleel. Michel Cluytens a oa e touez ar vanifesterien...