en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Marc'h al Lorc'h, an diskouezadeg

Marc'h al Lorc'h, an diskouezadeg

Setu hanterkant bloaz 'zo e oa bet embannet al levr « Marc'h al Lorc'h », skrivet gant ar bigouter Pêr Jakez Helias. Div diskouezadeg a zo gouestlet d'an oberenn-se, e Pont-n-Abad hag e Loktudi. Ur splujadenn en amzer gozh, a vez diskrivet el levr milvrudet. Muioc'h a ditouroù gant Rozenn Tanniou, a labour e ti an douristed bro Vigoudenn.



Rozenn Tanniou a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Digor e vo an diskouezadeg betek ar 5 a viz Eost e kreizenn sevenadurel an Triskell e Pont-n-Abad ha betek ar 24 a viz Eost e Maner Kerazan e Loktudi. Muioc'h a ditouroù a zo da gaout dre lec'hienn mirdi bro Vigoudenn.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio