Bev ar brezhoneg ba bro ar Roue Morvan.
Yaouank eo c'hoazh ar gevredigezh Bod Kelenn, savet daou vlez 'zo mes passabl a labour zo bet kaset da benn get e izili a-c'houde an termen-se. Festoù, darvoudoù, kentelioù noz, kement ma oant bet priziet àrlané en arbenn a lid ar prizioù. Evit an distro-skol deus bet c'hoant tud ar gevredigezh ledannat ar c'hinnig a-fed kentelioù brezhoneg ha bout tostoc'h doc'h an dud. Emglevioù zo bet graet get Kafe Bara Amonenn hag ar stal Diavez. Adal dilun e vo emvodoù kelaouiñ ba bep parrez ag ar c'hornad. Selaouamp doc'h Yann-Vadezour Lelièvre ha Marion Breteau, kelennerion.