Breizh a Live : an arzourien a unvouezh evit ar brezhoneg
Ar bloavezh 2025 a zo bet start evit hor yezh hag hor sevenadur. Digresket eo ar c'hementad a geleier e brezhoneg war ar radio publik, diaesterioù arc'hant a zo gant Diwan, Sonerion pe c'hoazh Dastum ; freuz-stal a zo bet graet gant Coop Breizh...Peadra a zo da vezañ nec'het. Deuet eo neuze ar c'hoant d'ar ganerez Gwennyn ober ur sonadeg evit souten ar brezhoneg, en diskar-amzer. Meur a arzour hag arzourez all a savo o mouezhioù ivez. Muioc'h a ditouroù ganti war an darvoud « Breizh a Live ».
D'ar 6 a viz Gwengolo e vo dalc'het ar gouel « Breizh a Live » e Karaez. An arzourien Denez, Tekmao, Clarisse Lavanant, Brieg Guerveno o deus respontet da bedadenn Gwennyn e touez arzourien.ezed all. Ur brezegenn a vo ivez war dazont ar brezhoneg.