en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Kenskoazell, mignoniaj ha foot 'ba Dirinonn!

Kenskoazell, mignoniaj ha foot 'ba Dirinonn!

Ouzhpenn 1000 c’hoarierez ha c’hoarier melldroad ‘vo war tachennoù Dirinonn ‘benn disadorn ha disul. C’hoarierezed ha c’hoarierien yaouank a deu eus ar bed a-bezh ‘vit kemer perzh ‘ba un tournamant zo bet krouet 30 vloaz 'zo. Deuet eo tournamant etrevroadel Dirinonn da vezañ ur genstrivadeg eus ar c’hentañ. Kleuboù meur a gas skipailhoù paotred yaouank ‘ba rummad 11 vloaz ha skipailhoù merc’hed 13 vloaz. Ar bloaz-mañ eo Internazionale Milano, FC Porto, Standard Liège, Benfica Lisboa, Fulham pe c’hoazh Glasgow Rangers a glasko gounit an titl ! Kleuboù bras eus Bro-C’hall ‘vel an OM, PSG pe Saint-Etienne a gaso skipailhoù evit c’hoari gant kleuboù bras Breizh ha kleuboù bihan ivez… ADN an tournamant eo meskañ an holl re yaouank-se. Mignoniaj, meskaj ha kenskoazell : sed aze lugan an tournamant zo aozet gant an AS Dirinonn.

Selaouomp Olier Kerdraon, unan eus an aozerien.


Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio