Ur vanifestadeg war vor a-enep da Volloré
Miliadoù a dud a oa en em vodet e-pad an dibenn-sizhun e Gwiskri, Fouenn hag en Erge-Vras evit lakaat war wel ha burutellañ ar « sistem Bollore ». Perc'henn eo ar miliardour breizhad war ur strollad mediaioù, an ti embann Hachette, uzinoù batiri « Blue Solutions » hag uzinoù busoù tredan. Ouzhpenn da se eo perc'henn ivez war enezenn al Loc'h, enezenn vrasañ an inizi Glenan. Ha dibabet en deus goprañ ur faskour evit diwall an enezenn-se. Abegoù e-leiz a oa neuze evit ar strollad Emsavadegoù ar Mervent da aozañ an darvoud « Savomp ar gouelioù » a-enep da Vincent Bolloré. Dylan a oa e-bourzh unan eus ar bigi en doa kemeret perzh er vanifestadeg war-vor. Selaouomp anezhañ.
Dylan a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Disadorn a-hed an devezh e oa en em vodet ar stourmerien e Gwiskri rak nac'het e oa bet an aotre dezho da aozañ un darvoud e Fouenn war un dachenn foran. 600 dioute o doa manifestet disul da c'houde hervez an aozerien dirak uzin Bollore en Erge-Vras.