en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

INSAISISSABLE

INSAISISSABLE

INSAISISSABLES Ur film sevenet gant : Louis Leterrier (2013) Gant : Jesse Eisenberg, Mark Ruffalo, Woody Harrelson. Setu ur film evid an hañv. N'eus ket kalz a dra da c'hortoz anezhañ nemed diverrañs, ar pezh nad eo ket fall dija. Hanw a vo amañ a hud, a strobinellerezh, ag achanterezh, a douelladurezh, a vaji mar karit. Istoer ur vandennad touellerion pe sigoterion hag a genlabour evid sevel ar brasañ troioù. Mez gant an argant e c'hoariont, hag argant an dud arall ouzhpenn-se, ar pezh a laka ar polis da redeg war o lerc'h. En Amerik evel-just. Hanw ' vo ag ur c'heveladur sekred, al Lagad, bet savet en amzer gwezharall ha ken kozh evel ar faraoned. Soñjit e Moiz hag en doa taolet e benn-bazh dirag ar Faraon, hag ar penn-bazh-se é voned da nàer vraz kentizh. Mez ar Faraon a c'halvas e douellerion d'e dro hag a re-se ive a oa bet gouest da lakaad o fennoù-bazh da voned da nàeron. Nemed e oa bet lonket an nàeron-se gant heni Aaron, breur Moiz. Er c'heveladur-se ne vehe tolpet nemed ar re vrasañ ag ar sigoterion. Ha n'eo ket ar re a garahe moned e-barzh a c'hell henn ober, nann, n'eo ket e-mod-se e kerzh an traoù, mem er bed hud-se. E galleg e sinifi ar ger prestidigitation an aezamant da c'hoari gant ar bizied (latin presto digiti). Mez estroc'h eged ar bizied a c'hoari en afer, ha daw eo kavoud skiant ouzhpenn evid lakaad an dud da grediñ ema bet lakaet ar gonifl da zisparisañ er vouest ha troc'het ar vaouez dre an hanter. Meur a dra zo dindan an hanw a douelladurezh, hag a oa bet urzhiet gant Robert-Houdin en XIXved kantvlead : 1.Troioù ampartiz (daouarn ha komzoù) ; 2. Troioù sigotañ (lakaad traoù da zisparisañ) ; 3. Efedoù estonuz ar spered (ar pezh a vez anavet dindan an hanw a ventalizm); 4. Magnetizm (spizwelerezh, divinerezh) ; 5. Mediomegezh (spiritizm, galviñ ar speredoù, armenerioù misteriuz, taolioù hag a dro) ; 6. Diverrañs (kiprokoioù, troioù skañv). Hiziw-an-deiz e vez gwelet arvestoù touellerezh en tele hag arvestoù zo a vez prezantet e kabaretoù brasañ ar bed. E Frañs da skwer war France 2 e prezant Patrick Sebastien e abadenn vizieg Le plus grand cabaret du monde lec'h ma kouvi sigoterion ha touellerion hag ar bed a-bezh. En Amerik ema daet Las Vegas da voud kêrbenn-huderezh ar blanedenn. Hag evel-just e komz ar film-mañ a Las Vegas. Ale, plijadur d'an oll er salioù teñwel ; teñwel...ha fresk. Jean-Claude Le Ruyet.20130810b.
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio