Eostiñ e-giz gwechall 'ba Plougouloum 'benn disul
'Benn disul 'vo aozet ar gouel hengounel gouestlet d'al labour dornañ: Gouel an Eost 'vit an eil gwech ha tregont 'ba Plougouloum. Ur veaj 'ban amzer dremenet 'vit gwelout peseurt mod 'vije dornet betek ar bloavezhioù tri-ugent. Un oferenn e brezhoneg 'ban iliz, da 10 e 30, un tan arvest, sonadegoù: ur bern traoù hag a sach kalzig a dud 'ba bourk bihan Plougouloum bep bloaz. Selaouomp mestr ar mekanikerien, Yves Moal, 'ra war dro ar gouel abaoe penn kentañ ar gouel. Gant Erwan Blanchard.