en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Brittany Ferries: div vag hybrid a ya war vor bremañ!

Brittany Ferries: div vag hybrid a ya war vor bremañ!

Bigi hybrid zo kaset war vor gant ar paramantour eus Breizh, Brittany Ferries. Abaoe miz Genver eo ar vag Sant-Malou a ya eus Sant-Malou da Borsmouth ‘ba Bro-Saoz. Un eil hini zo prest da dreuziñ mor Breizh bemdez, ur vag anvet Guillaume de Normandie a gaso ar veajourien da vont eus Ouistreham da Borsmouth ivez. ‘Benn digwener e yelo ar ferry-se etrezeg Bro-Saoz, ez ofisiel, evit ar wech kentañ. Petra eo ur vag hybrid ? Mont a ra gant GNL, gaz dourek, ha gant tredan. ‘Ba Sina eo bet savet an div vag hybrid. War dro 150 milion a euroioù ‘neus koustet pep hini anezho d’ar Brittany Ferries. Gallout a reer bountañ 1300 den, 500 karr-tan ha 100 karr-samm ‘ban daou ferry hybrid.

Pierre Bihan-Poudeg, bez-prezidant Brittany Ferries, ‘neus kontet da Erwan Blanchard emañ ar stal eus Rosko o neveziñ he flodad bagoù…

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio