en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ajañs an dour a sikour al labourien-douar evit ma vefe nebeutoc'h a vezhin glas

Ajañs an dour a sikour al labourien-douar evit ma vefe nebeutoc'h a vezhin glas

E 2020 e oa bet lañset ur galv raktresoù gant Ajañs an dour Breizh-Al Liger a-benn ambroug al labourerezed ha labourerien-douar. Broudañ anezhe da deurel evezh ouzh kalite an dour eo ar pal ha stourm a-enep d'ar bezhin glas. Kumuniezh kumunioù bro Fouenn ha Tolpad-kêrioù Konk-Kerne o doa kinniget ar steuñv-se da diegezhioù ar vro hag eizh feurm warn-ugent diwar kant-tregont o doa respontet d'ar galv raktresoù-se. En o zouez emañ Klervi Rivière. Gounit a ra avaloù-douar e Pleuwen. Selaouomp anezhi.



Klervi Rivière a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. E 2009 e veze dastumet 12 500 tonelad bezhin glas e bae Forest-Fouenn ha warlene e oa bet dastumet 167 tonelad hepken ! Splann eo an difoc'h neuze. Met gellout a ra bezañ displeget gant abegoù all ivez evel an hin, ar sevel kleuzioù pe c'hoazh an dachenn.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio