Manifestet enep ar ouennelouriezh hag ar faskouriezh e St Brieg
Manifestet ‘oa bet disadorn un tamm pep lec’h en Breizh a-enep d’ar ouennelouriezh ha d’an tu dehoù-pellañ. Kevredigezhioù, sindikadoù ha strolladoù politikel liesseurt o devoa galvet an dud da sachañ evezh war ar mennozhioù faskour ‘zo o kreskiñ er gevredigezh. Tro-dro 800 den a oa 'nem vodet da skouer ‘ba St-Brieg. Ur reportaj gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.
Tro-dro da 2500 den o devoa dibunet a-enep an tu dehoù pellañ ha d’ar ouennelouriezh e Brest, 4500 en Naoned hervez an aozerien, etre 3000 ha 4000 e Roazhon, 500 e Montroulez, ouzhpenn 250 den e St Maloù, 200 e Redon, ur c’hant bennak e Felger… Ha kantadoù a dud e kêrioù all en Breizh.