Harellerezh: FO 29 zo bet kondaonet
Kondaonet eo bet Unvaniezh Departamant FO Penn-ar-Bed da baeañ 240 000 euro da ziv c'hopradez bet gant lez Prud’hommes an Oriant. Tamallet eo d’ar sindikad bout bet kaoz harellerezh revel ha spered, bout tremenet hep difenn ar gopradezed ha bout torret o gopr hep abeg sirius ebet… E miz Kerdu tremenet ‘oa bet kastizet, dija, Marc Hebert ‘oa bet penn FO 29 ‘pad 30 vloaz da 18 miz toull-bac’h, en o mesk 12 miz gant goursez. Hemañ ziwezhañ ‘oa bet anvet e-giz an hareller spered ha revel war an div c'hopradez. Selaouomp, Lena, unan eus an div c'hopradez o tisplegañ deomp penaos eo bet torret o gopr gant FO... Emañ Lena gant Erwan Blanchard.