Ur fest-noz da enoriñ Marsel Gwilhous
‘Bloaz ‘zo eo aet d’an anaon Marsel Gwilhous. Benn disadorn, e Larruen, vo lidet un devezh da enoriñ ar c’haner. Ur fest-deiz ha fest-noz a vodo bern arzourien hag arzourezed neuint desket kanañ gantañ mod pe vod. Evel Annie Ebrel. Soñj ‘deus c’hoazh eus ar wech kentañ ‘noa anavezet Marsel Gwilhous… Emañ doc’h mikro Yann Boishardy.