en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Aootreet eo bet an anv Fañch get lezvarn An Oriant

Aootreet eo bet an anv Fañch get lezvarn An Oriant

Goude afer Fañch en doa graet trouz e 2018, un afer arall ag ar seurt a zo bet en Oriant nevez ‘zo. Ur bugel ganet e 2023 a oa bet degemeret e anv get ar maer e marilh ar boblañs, met nac’het da c’houde get ar brokulaer. Disoc’h ar prosez a zo bet dilun.

Harpet eo ar familh Pichancourt get ar gevredigezh Skoazell Vreizh ha get Mignoned Fañch. Ar c’henstroll-se sikour ar familh d'em zifenn. Stéphanie Stoll, un ezelez, a zo doc’h mikro Aodren Trehin.

Ur c’hinnig lezenn sinet get kannaded a bep seurt tu politikel estroc’h an RN a zo bet savet e penn kentañ ar miz-mañ diàr nitrudu Annaïg Le Meur, kannadez Kemper. Ar pezh a bemetehe sklaeraat an traoù da vat ha rein ur respont ingal d’an holl.

Stumm hir an atersadenn a vo da selaou en abadenn Avel em fenn, ha dre bodkast.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio