Keleier 5e30
@@@Skol Uhel ar Vro : peseurt dazont ?@@@
Un emvod-meur dreist ordinal 'vo gant « Skol Uhel ar Vro » warc'hoazh e Gwened. Ne oar ket ar gevredigezh peseurt dazont 'vo eviti e fin ar bloaz-mañ. Perak ? Peogwir 'neus divizet ar rannvro paouez gant e sekour.
Klasket hon eus gouzout hiroc'h gant Yannig Bigouin a zo kuzulier rannvro, ezel strollad ar re c'hlaz, hag a zo ivez prezidant ar gevredigezh « Livre et lecture en Bretagne / Levr ha lenn e Breizh ».
Selaouit ar pennad-kaoz
@@@Dijoleiñ ar gwez e kêr-Pondi@@@
Dijoleiñ ar gwez e kêr-Pondi, setu ar pezh vo kinniget 'benn disul abardeiz gant « Breizh Vev » ha « servij an tachennoù glas » kêr Pondi.
Youen ar C'hoeur neus kempennet an dro-vale ivez. Displeg a ra deomp hiroc'h, deus mikro Andréa ar Gal, deus RBG
Selaouit ar reportaj
@@@Foar ar c'houlourd e Pederneg@@@
'Benn disul 'vo foar ar c'houlourd e Pederneg, e traoñ ar menez Bre, evel 'vez dalc'het bep bloaz. Emañ Jean Louis an Intañv perzh en aozañ. Lâret 'neus da Yann Ber Gwiader petra eo ar foar-mañ.
@@@Meldroad iwerzhoneg@@@
Warc'hoazh 'vo lakaet ar vretoned a c'hoari melldroad gouezeleg da beurzeskiñ reolennoù o sport. Un tredeog deus Bro-Iwerzhon 'vo 'ba Brest da stummañ 'nezhe . Un darvoud a-bouez evit Lig Breizh Melldroad Gouezeleg hag evit Tangi an Ostis 'zo prezidant klub Gaelic Football Bro-Leon hag ivez ur redi 'vit kluboù Breizh.
Tangi An Ostis ouzh mikro Erwan Blanchard.