Adimplijout ar boutailhoù gant G4DEC
Broudañ ar stalioù da adimplijout an danvez e plas kas anezho da lastez. Poder kumuniezh kumunioù eus Bro-Leon a zo o labourat asambles gant ar servij ekonomiezh kelc’h ha digreskiñ al lastez evit klask cheñch modoù d’ober an nen, G4DEC e anv. A-drugarez d’an ensavadur ha d’ar stal Distro eus Kemper eo 2,5 milion a euroioù zo bet serret, roet gant Citeo, un eko-stal. 38 stal, breserien ha produerien chug frouezh ‘ba Breizh vo skoazellet evit prenañ boutailhoù a c’hallo bout adimplijet, meur a wech, goude bout bet gwalc’het… Mael Tomaz, kargad a gefridi gant G4DEC.