Aet eo Jacky Bleunven diwar wel 33 bloaz zo!
Tri bloaz ha tregont 'zo ‘noa paouezet Jacky Bleunven da gas keloù d’e familh ha d’e vignoned. Hag abaoe miz C’hwevrer 1992 ‘neus den ebet a oar ar pezh 'zo c’hoarvezet gant ar paotr yaouank eus Plabenneg. Aet eo diwar wel ‘ba Balouchistan, ur rannvro etre Pakistan hag Afghanistan… Un nebeud mizioù abretoc’h ‘oa aet kuit Jacky eus Plabenneg evit kas 50 000 km war droad dre ar bed. « Courir le Monde » ‘oa anv e raktres : treuziñ Europa, Azia, Afrika hag Amerika dindan daou pe dri bloaz… N’eo ket distroet Jacky Bleunven ha koulskoude ‘oa tremenet mat e veaj dre Europa, Turkia hag Iran…
Selaouomp Yvette Appere ‘oa ur vignonez d’ar foeter bro.
Ar podkast a zo da gaout 'ba rann "Sportoù".