Brezhoneg en trenioù rannvroel
Klevet e vez brezhoneg ha gallaoueg en trenioù rannvroel bremañ. N’eo ket bet c’hoazh advouezhiet bep a gemenadenn, met ur gwir kammed war-raok eo evit hon yezh memestra. Gant skipailhad kazetennerien ha kazetennerezed Radio Breizh eo bet adkavet piv ‘deus roet he mouezh ar brezhoneg d’an trenioù THR (TER en galleg) : Anna Al Lae an ‘ni eo, a labour en Ofis Publik ar brezhoneg. Emañ doc’h mikro Gwenvael Delanoe.