Kreizenn dudi Gwengamp
Kalzig a vugale a oa en Kreizenn Dudi Gwengamp, ‘ba karter Kastell Pic, ar sizhun-mañ. Beket triwec’h krouadur lakaet sames da c’hoari ha da ijinañ traoù tout sames. Sed aze un doare evito da gaat plijadur en brezhoneg e-maez ar skol, ha war an dro, d’ar gerent d’en em dizober un tamm doc’h o vugale pad ar vakañsoù. Utxe, ‘zo stajiadez oc’h ober e DABU, hag on bet o gwel anezhi darmaik, pa oa ar sal leun a vaskloù meurlarjez. Klev a rit ‘zeus bet graet bern traoù ar zhun-mañ, daoust d’ur souezhadenn displijus ‘zo c’hoarvezet penn kentañ ar sizhunvezh...