Keleier ar vro d'ar Yaou 20 a viz C'hwevrer 2025
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Lezennoù evit hentañ al labour douar
Luzietoc’h luzietañ eo gwareziñ an en dro war ar maez ar mare-mañ. Ken luziet ma neunt harzet al labour poliserien Ofis Gall Ar Vevliesseurted (OFB) e penn kentañ ar bloaz. Ne gredont ket bezañ soutenet gant ar gouarnamant, hag eo bet taget lod eus o burevioù gant labourerien-douar produadurour hep ma vefent difennet awalac’h gant ar galloudoù publik, herveze. Ouzhpenn-se, aet eo kalz war gresk ar sindikad labourerien douar tost deus an tu dehoù pellañ Kenurzhierezh ar maezioù koulz an dilennadegoù Kambreier labour-douar diwezhañ. Enep-groñs d’ar reolennoù gwareziñ an endro eo ar sindikad-se, hag a-enep diorenn ar bio. Setu bremañ d’ar c’hannaded da vont war gil war dachenn an ekologiezh : ne oant ket deuet a-benn kannaded an tu dehoù da lemmel kuit an Ajañs Bio, met dec’h int bet trec’h da vat.
Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.
Ar brezhoneg e Kreiz Breizh
Moien ‘zo klevet brezhoneg ingal e marc’had Rostrenn. Met n’eo ket ‘vit se e ya war gresk an niver a vrezhonegerien er vro, pell a se. Pezh ‘zo bet displeget gant studiadenn TMO rannvro Breizh e fin ar bloaz tremenet. Hervez Herve Gall deus strollad politikel UDB Kreiz Breizh e vije poent d’an dilennidi nem vodañ evit cheñch penn d’ar vazh barzh o bro
Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.
Ha da selaou er c'heleier
Eskemm prizonidi etre strolladoù ar rezistañs palestinad ha Stad Israe
Cheñchamantoù e penn ar muiañ niver er c'huzul Rannvro
Berzet e vo gwiskañ ur gouel er c'henstrivadegoù a-vicher hag amatour
Disoc'hoù krogad Champion's League Brest vs PSG