en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'al Lun 17 a viz C'hwevrer 2025

Keleier ar vro d'al Lun 17 a viz C'hwevrer 2025

Kinniget gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.

Kampionad open back hold a oa e Pondi disadorn. Ur gouren a vro Skos ha norzh Bro Skos an ni eo.

Marie-Odile Jegouzo ha Lewellin Loxq-Guingeno a zo bet aterset get Aodren Trehin. Da geñver an disoc’hoù, en holl rummadoù kemmesket, eo aet ar maout gant Thomas Stewart Gibson, a Vro Saoz, ha gant Anaelle Le Piolet, a Louergad.

El levrioù istor ne vez ket komzet kalz doc’h ar maouezed neuint rezistet a-enep d’an nazied pad an eil brezel bed. Ha nebeutoc’h c’hoazh e vez komzet doc’h a re neuint kenlabouret gant an Alamaned. Setu ar sujed istorel ‘zo bet studiet ha lakaet war wel pad an dibenn-zhun mañ gant Bretage Culture Diversité, dre ur brezegenn. E Bro-C’hall, 651 maouez a zo bet kondaonet da vervel evit bezañ bet kenlabouret gant an Alamaned ha 46 anezhe a vo lazhet a-benn ar fin. Anna Quéré a lâr hiroc’h deomp.

Kaoz e vo ivez eus :

  • Soudarded ar M23 hag ar Rwanda oc'h aloubiñ Kivu ar Su

  • Ar Finul oc'h adkemer kontrol kêriadennoù bet aloubet gant Israel e Liban

  • Emgav e Ministerva ar Yec'hed diwar-benn ospital Karaez

  • Danevell nevez Liamm an Douar

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio