en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Emañ muioc'h mui a dud o tilezel WhatsApp ha Facebook

Emañ muioc'h mui a dud o tilezel WhatsApp ha Facebook

Abaoe penn kentañ ar bloaz ez eus bet ul luskad tud ha mediaoioù o tilezel X, ar rouedad sokial pec'hennet gant Elon Musk. Ar re gentañ a oa bet The Guardian e bro Saoe ha La Vanguardia e Spagn. E Frañs eo paouezet Ouest-France, Mediapart, Le Monde, Liberation pe c'hoazh Radio Kerne ha Radio Breizh da embann war ar rouedad-se a lak war wel ar falstitouroù hag ar c'homzoù gouenlour, faskour ha kasonius.

Ha n'eo ket X ar rouedad nemetañ o vont war-zu ar falstitouriñ hag an tu dehoù pellañ. Embannet en deus Amrk Zuckerberg, perc'henn ar strollad Meta, e paouezfe da genlabourat gant 80 media etrevraodel evit gwiriañ an titouroù a vez embannet war ar savennoù-se. Kregiñ a ra tamm ha tamm tud da serriñ o c'hontoù WhatsApp pe Facebook evit ma vefe nebeutoc'h a bouez gant an embregerezhioù-se, evel Bleuenn ar Saoz ha Loig Jade, selaouomp anezhe...



Klevet ho peus Bleuenn ha Loig o deus dibabet pellaat ouzh rouedadoù sokial Whatsapp ha Facebook. RadioBreizh evit poent en deus divizet kuitaat X, gallout a rit heuliañ ac'hanomp dre vBlueSky, Instagram ha Facebook !

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio