Fenoz 'vo roet lañs da Reuz er vro gant tud yaouank an UDB.
Ur brezegenn diwar-benn « toueziañ keodedour ha sokial ar broerien 'ba Breizh », ur brezegenn 'ba ti ar sindikadoù 'ba Brest. Warc'hoazh 'vo kinniget ur film sevenet gant Iciar Bollain anvet « Même la pluie » 'ba cinema les Studios. Ha disadorn 'kinnigo tud yaouank ar strollad rannvroelour un dijuni lec'h ma 'vo komzet diwar-benn an dizingalded etre ar baotred hag ar merc'hed 'ba ti-kêr Vrest. Ha Reuz 'vo lakaet 'ba Brest gant an UDB 'benn ar fin? Selaouomp Gwendoline Salaun 'neus aozet ar brezegenn 'vo disadorn. Gant Erwan Blanchard.