N'eo ket degemeret mad raktres ar multison ba Silieg.
Etre tri mil ha pemp mil a dud vo gortozet 'benn an dibenn-sihun-mañ eno. E-pad tri devezh e vo sonerezh tekno é tassoniñ ba pennher ar voustoer ha pelloc'h sur-walc'h. Kant hanterkant arzour a vo da selaou àr daouzek leurenn. Serj Moelo, maer ar barrez neus bet an doere a-berzh prefeti ar Morbihan. Klasket neus monet enep an darvoud get an dilennidi arall met hrevez ar lezenn emañ an traoù. Hiroc'h neus lâret da Cécile Goualle a RBG.