Kemper : Ul levrig gwenn ha du evit kizidikaat ar pennoù-bras d'ar brezhoneg
A-benn klask diorren plas ar brezhoneg er vuhez foran e Kemper ha tro-war-dro, en eus "Bodad ar brezhoneg" Ti ar Vro savet ul levrig a vo skignet d'an holl guzulierien ha dilennidi dre ar vro. Displeget 'n eus ar strollad kevredigezhioù an hentoù ijinet ganto a-benn brezhonekaat kro-bro Gemper.
Yan Ber Le Roy, bez-prezidant Ti ar Vro Kemper, ha Rémy Toulhouat, deus Divyezh Kemper o deus kontet hiroc'h da Gatell Uguen.