en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Kampionad Breizh ar Bagadoù a vo 'ba Brest a-benn disul

Kampionad Breizh ar Bagadoù a vo 'ba Brest a-benn disul

Kampionad Breizh ar Bagadoù rummad kentañ ‘vo dalc’het ‘benn disul ‘bar C’houartz ‘ba Brest adalek 1e30. Gall ‘reer sellout ouzh ar genstrivadeg penn da benn war lec’hienn internet France 3 Breizh. 14 Bagad ‘vo war leurenn ar C’houartz ‘benn disul. ‘Ba Kampionad Breizh rummad kentañ e kemerfont perzh evit klask gounit pezh ‘oa lodenn gentañ ar genstrivadeg betek-hen. Nevez zo ‘oa bet embannet gant Sonerion, ar gevredigezh a voda ar bagadoù, ‘vefe nullet an eil lodenn ‘oa aozet ‘ban Oriant da geñver Gouel ar Gelted. Dre se, ar bloaz mañ e 2025, ne vo anvet bagad ebet kampion Breizh. Roomp ar gaoz da Lors Moal, unan eus talabarderien bagad Cap-Caval a oa aet ar maout gantañ e 2024. Emañ gant Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio