en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Aet eo Job an Irien d'ar bed all

Aet eo Job an Irien d'ar bed all

Aet eo Job an Irien d’ar bed all ! Disul eo marvet ar beleg ‘neus gouestlet un tamm mat eus e vuhez da adsevel skoulmoù etre ar vrezhonegerien hag ar feiz kristen. Brudet eo ‘vit bout savet ar greizenn speredel Minic’hi Levenez ‘ba Trelevenez chouk da Landerne. Selaouerien ar radio kristen RCF hag Arvorig FM 'zo bet luskellet o divskouarn gant an abadennoù e brezhoneg en doa bet tro da embann… E 1984 e oa bet fiziet ennañ gant eskopti Kemper buheziñ ar gumuniezh brezhonegerien. Un den troet war an dud eo bet Job an Irien ivez. Selaouomp e c’hoar yaouankañ Denise an Irien, Annaïg Le Coz z'o prezidantez Minic’hi-Levenez ha Gabrielle Inizan. Ur reportaj gant Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio