Ur programm eskemm parkoù kaset get kambr al labour-douar
Ur programm arnodiñ a zo bet lanset e fin 2024 get ar rannvro evit eskemm parkoù.
Ar pal a zo lakaat an dachennoù da vout aesoc’h da dreuzkas. Kar un dalc’h bras eo an treuzkas d’ur mare ma zo un digresk kreñv ag an niver a labourerion-douar. Kaset eo ar programm àr an dachenn get kambroù al labour-douar. Aodren Trehin he deus aterset Youenn Gloaguen a laboura eno abaoe 30 vlez. Mard oc’h dedennet da ouiet muioc’h, selaouit stumm hir an atersadenn-se en abadenn Avel em fenn àr eeun ar sizhun é tonet pe dre bodkast.