Niveradeg al laboused
Pedet e oa ar vretoned da gontañ laboused al liorzhoù e-pad an dibenn sizhun gant ar gevredigezh Breizh Vev. Un eurvezh a oa gant pep hini evit renabliñ an niver hag ar spesadoù laboused disheñwel. Bep bloaz e vez Jean-Yves Kervarc'heg o kemer perzh gant e gevell-lunedoù. C'hwezek ha tri-ugent spesad en deus bet gwelet o tremen en e liorzh a-hed ar bloavezhioù ! Aet e oa Metig Jakez-Vargas da gontañ al laboused ganañ er bloaz-mañ.
Klevet ho peus Jean-Yves Kervarc'heg eus ar gevredigezh Breizh Vev, o kemer perzh e niveradeg al laboused. Bep bloaz e vez dalc'het an dibenn-sizhun se evit kaout ur sell war ar poblañsoù laboused er vro.