Studierien IUT Montroulez a skoazell Diwan
Fardañ krampouzh evit rastellat arc’hant ha skoazell ar skolioù Diwan… n’eo ket gwall souezhus ! Pezh zo ‘ba Montroulez eo gant ur skipailhad pemp studier ‘vo aozet un dibenn sizhun « Krampous, gouel ar gouloù » da geñver ar chandelour. D’ar chentañ ha d’an eil a viz C ‘hwevrer ‘vo gwerzhet krampouezh, kinniget c’hoarioù Breizh ha war un dro digeriñ skol Diwan Montroulez. An oberenn zo kaset da geñver ur raktres « hentet » e kerzh ar bloavezh kentañ IUT GACO… Selaouomp displegadennoù Mael Talabardon, unan eus ar pemp studier… Emañ gant Erwan Blanchard.