en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Larsen ha mediator 149 : Ar «world music» (1)

Larsen ha mediator 149 : Ar «world music» (1)

Donemat da beb hini ac’hanoc’h e Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Hiziv emeaomp o vont da blediñ gant ur sonerezh bet anvet ar « world music », un anv a zere mat gant ur spered trevadennour pa soñjer mat : deus un tu, ni, ar c’hornog, ha deus an tu all an holl sonerezhioù all. Teodoù fall a lavaro ez eo ar world music ur ger ijinet evit ur sac’had sonerezhioù liesseurt diaes da rummata mod all, ar pal o vezañ aesaat buhez ar gwerzher pladennoù a c’hell evel-mañ berniañ en e stalennoù an holl bladennoù n’int na rock, na pop, soul, folk, jazz pe metal, met sonerezhioù gant gwriziennoù kenelel (etnik ma kavit gwelloc’h!).

Evit tud all evel David Byrne, kaner Talking Heads ha krouer al label Luaka Bop eo vil ar ger world music rak ijinet evit abegoù kenwerzhel. Evit reoù all e talvez an anv world music ez eus ul lec’h, enk, strizh, munut met ul lec’h memestra e patrom industriel kornogel ar sonerezh evit ar sonerezhioù n’int ket perzh ennañ. Gwelout a rit n’eo ket ken tener ha se an danvez, neuze setu-ni loc’het evit ur veaj tro-dro d’ar bed.

Playlist :

- Manu Dibango : Soul makossa (tennad-son)

- Mulatu Astatke : Yègellé Tezeta

- El Rego et ses Commandos : Hessa

- Paul Simon : I know what I know

- Paul Simon : Vampires (Foñs-son)

- Nusrat Fateh Ali Khan : Mustt Mustt

- Prince Nico Mbarga : Sweet Mother (tennad-son)

- Juju : Nightwalk

- Afro celt Sound System : Release

Levrlennadur :

- « Maybe it’s the third world / Maybe it’s the first time around » : variations autour du terme world music chez Paul Simon, de Graceland à Songs from the Capeman gant Claire Fraysse – Cairn Info – Sciences sociales et humaines

- 'So flawed and problematic': why the term 'world music' is dead » - Ammar Kalia e The Guardian 24/07/19

Larsen ha mediator !

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio