Penaos sevel kleuzioù gant Breizh Bocage ?
Ar goañv eo ur mare poellek evit plantañ girzhier. D’ar c’houlz-se emañ skipailhadoù Breizh Bocage o labourat er parkeier, evit sevel ar c’hleuzioù nevez, ha plantañ ar gwez yaouank.
Setu ‘pezh ‘zo bet graet gant Gireg Mouton, ‘zo produer frouezh bio nevez staliet en Logivi-Plougras, en Bro Dreger. Choazet neus da diskarrañ 450 (pevar-c’hant metrad ha hanterkant) a gleuzioù lec’h ma ne oa kazi gwezenn ebet ken. Torr-penn e oant evit ma dremenfe mekanikoù bras an embregerezh labour-douar a labour en e barkeier dezhañ. Neuze eo bet adsavet ha plantet muioc’h a gleuzioù ha girzhier hag ar pezh ‘oa bet diskarret : 700 metrad en holl. Evit en ober eo bet sikouret Gireg gant un dek mignon bennak ha tud ar gumun, met dreist-holl gant Breizh Bocage ha Lannuon Treger Kumuniezh.
Neuze evit bezañ sklaer : ne ro ket arc’hant Breizh Bocage d’ar beizanted evit diskarrañ kleuzioù evel just, nag evit adsevel ar c’hleuzioù nevez a zo sañset kempouezhiñ ar re bet freuzet. Met gall ‘ra Breizh Bocage reiñ arc’hant ha sikour evit ma vefe plantet reoù’zo ouzhpenn war an ti feurm.
Ma faota deoc’h gouzout hiroc’h war sujed luziet ar c’heuzioù hag ar girzhier, kit da lenn an enklask, pep tra digoust hag en brezhoneg war splann.org.