Keleier ar vro d'al Lun 13 a viz Genver 2025
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Anton Burel
Peseurt gwez da blantañ gant an hin o cheñch ?
Ar goañv eo ur mare mat er bloaz da blantañ gwez el liorzh, dezhe d’ober gwrizioù don ha nerzhus. Met o cheñch emañ an hin, neuze peseurt gwez a c’hallfemp plantañ en Breizh, da gellet produiñ frouezh e-leizh en dazont ? Gwenvael Delanoe Ar Berr ‘zo bet o c’houlenn kement-mañ da Cyril Mackler, ‘zo mager gwez frouezh en Bro Dreger.
Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe Ar Berr
Tantad gwez nedeleg e Kawan
Evel bop ‘ploaz, daoust d’ar yenijenn, eo bet bodet an dud e Kawan, en Bro Dreger, da lidañ en ur mod ispisial ar bloavezh nevez. Graet un tantad gant sapined Nedeleg a vez degaset gant dekadoù a dud eus ar vro. Klev a rit eo bet un darvoud plijus, evel ma vo kontet dimp gant Edith ha Fulup diouzhtu.
Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe Ar Berr
Ha da glevet ivez er c'heleier :
Emgannoù a zo e Gaza hag e Jenin
Tanioù-gwall e Los Angeles
Lid 100vet stourm merc'hed ar friturioù
Distrujet eo Maner Kernod gant an tan e Mellag
Disoc'hoù melldroad an dibenn-sizhun