Keleier ar vro d'ar Meurzh 10 a viz Kerzu 2024
Kinniget eo bet ar c'heleier ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas.
Echu eo respet Ministr ar Mor hag ar besketerezh, Fabrice Loher
Alan Ar Sann, a zo prezidant ar gevredigezh « peche et developpement » ha krouet en deus ivez ur strollad stourm evit dazont ar besketaerezh. N’eo ket seder gant dazont ar vicher. D'e soñj e oa bet selaouet mat ar besketerien gant Loher, met ne vez ket klevet o ezhommoù. Muioc'h a zisplegadennoù gant Alan ar Sann.
Savetaet eo arboretum Uhelgoat
Ur gwir teñzorig eo al lec'h-se, 10 000 gwezenn o tont eus ar bed a bezh a gaver eno. Lakaet oa bet da werzhañ gant Ehpad ar gumun en diskar-amzer. Peadra da fuloriñ kevredigez mignoned gwez ar bed, he doa c’hoant e chomfe publik ha digor d’an dud ar c’hoad ispisial-se. Betek ma z afe an Ehpad war gil gant e ziviz, e fin miz Du. Savet e vo ur galv d’ar c’hevredigezhioù a vefe prest da gemer en karg merañ ha gwareziñ an arboretum. Laouen eo kevredigezh mignoned gwez ar bed gant an diviz-mañ. Klevomp diouzhtu Herve Masson.
Ha da glevout ivez er c'heleier :
- Keloù eus an dispac'h e Siria
- Bodañ a raio Macron pennoù-bras ar strolladoù politikel goude mern, estreget LFI hag an RN
- Mell-droad : c'hoari a raio ar Vrestiz fenoz a-enep d'ar PSV Eindhoven