en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Avel Em Fenn - Meurzh 3 a viz Kerdu

Avel Em Fenn - Meurzh 3 a viz Kerdu

Krouet eo bet an arboretum en Uhelgoad bloavezhioù zo gant Jean Merret, foeter-bro deuet da vezañ rener Ti Ar Re Goz eno. Deus e veajoù en doa degaset hadoù a bep spes. Evit ober war-dro ar park-mañ e oa bet krouet ar gevredigezh Migoned.ezed Gwez ar Bed e 2008. Ul lec'h foran e oa, da weladenniñ. Met terret e oa bet ar c'hendivizat etre ar gevredigezh hag an Ephad ha lakaet an arboretum da werzhañ. D'ar Yaou 28 a viz Du eo bet nullet ar werzh. Muioc'h gant Herve Masson, ezel eus ar gevredigezh Migoned.ezed Gwez ar Bed. Aterset eo gant Yann Boishardy, eus Radio Kreizh Breizh ha Kaourintin, stajiad Skol An Emsav Naoned.

Ul lec'h ofisiel e vez roet da vinorelezhioù ar Bed en ABU ( an ONU), ur wech bep bloaz. 17vet Forum ar Minorelezhioù a oa dalc'het ar sizhun paset e Jeneva, e Palez ar Broadoù. Petra oa an tem ? Ar minorelezhioù e lech'ioù foran. Minorelezhioù a bep seurt a zo bet gwelet eno, evel kevredigezhioù Ouighoured, Yezhidi, Collectif de femmes pour les droits de l'homme, Kurded, hag all. Ar gengevredigezh Kevre Breizh a oa enno ivez. Manon Gourrierec a zo ken-brezidantez ar gevredigezh Kenstroll Breizh. Krouet e oa bet ar gevredigezh da-heul an Dekvet Forom e 2017, gant tud o tont a gevredigezhioù disheñvel evel ar Redadeg, Faouell breizh, pe an UDB. Kaset omp eno ha gwelet a reomp an traoù gant he daoulagad.

E 1977 oa bet krouet skol Diwan gentañ e Lambaol-Gwitalmeze. Ur pennad mat a hent zo bet graet abaoe kazi hant-kant bloaz. Bresk eo ar rouedad c'hoazh e-fet a arch'ant ha nebeutoc'h-nebeutañ a stourmerien.rezed a zo. Komzet e vez deus se gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons.

Reiñ sikour d’an dud eo pal kentañ ar bomperien-ar pomperezed, evel just.Neuze gante e vez bevet mareoù start a wechoù. Setu perak o dez ezhomm da gaozeal etreze goude, pe gant ur psikologour-ur bsigologourez. Setu ar pezh a displeg deomp Aodren Saner, pomperez ba Berrien. Entanet eo gant an tan ha gant he labour a youl-vat. Koulskoude, n’eo ket tangwallerez, piromanez, evit-se Bezit dinec’h !

Teknik an abadenn : Mael Krenn

Buheziñ : Yann Boishardy


Avel em fenn

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio