en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro ar Meurzh 26 a viz Du 2024

Keleier ar vro ar Meurzh 26 a viz Du 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin

Disadorn eo bet lidet 100 vlez harz-labour merc'hed ar friturioù e Douarnenez.

Al luskad sokial a oe bet kaset get ar micherourezed e miz Du 1924 evit kreskiñ o c'hoproù ha kaout ar gwir da vout ezel ag ur sindikad. 2000 penn-sardin o doa diskroget get al labour d'an deiz-se ha manifestet e straedoù Douarnenez. Al lugan ? « Pemp real a vo », ar c'hresk gopr goulennet d'ar c'houlz-se. Ur miz hanter e oa padet an harz-labour taer-se, en doa merket bras ar speredoù. Rak klasket o doa « torrerien harz-labour » drouklazhañ ar maer, an aotroù Flañcheg, a harpe ar stourm, ar pezh en doa graet reuz bras e Frañs a-bezh.

Ar c'han a oa ivez e kreizig kreiz manifestadegoù ar c'hantved diwezhañ, hag e kreiz ar gouel disadorn. Ul laz-kanañ 300 den, bras ha bihan, gwisket e ruz ha du, en doa kanet e brezhoneg, galleg pe c'hoazh spagnoleg. Metig Jakez-Vargas a oa àr al lec'h.

Ar gouel-se, « Pemp real a vo », a oa fin ar c'houlzad abadennoù Dispar Amzer e Douarnenez, a lak àr-wel ar brezhoneg e-pad an diskar-amzer. Met darvoudoù arall a vo aozet e kêr betek penn-kentañ miz Genver tro-dro d'an harz-labour, da lâret eo keit ma oa padet ar stourm 100 'bloaz zo.

Barça-Brest er Champion's league!

Barça-Brest ! Sed aze 5vet krogad ar Champion’s League a vo c’hoariet get skipailh melldroad Bro-Leon henoazh. Ur c’hrogad a vo sellet doc’htoñ get ur bochad harpourion get plijadur. Soñjit ‘ta skipailh Brest a vo àr dachenn unan a kleuboù brasañ zo er bed ! An holl drofeoù o deus gounezet ar c’hatalaniz : 5 gwezh ar Champion’s League, 3 gwezh kampionad ar bed ar c’hleuboù pe c’hoazh 27 gwezh kampionad Bro-Spagn. Get hiraezh emañ Anne Jaffret é c’hortoz sellet doc’h an darvoud a vo dalc’het henoazh. Honnezh é vout unan ag harperien goshañ ar Stade Brestois get he zek vlez ha pevar-ugent… Komañset he deus da vonet da welout ar re ruz ha gwenn e 1950… Un tamm istoer get Anne Jaffret a zo get Erwan Blanchard.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

-An tu-dehoù pellañ trec'h e kentañ tro an dilennadegoù prezidantel e Roumania

-Ehanet eo ar poursuoù e justis a-enep Donald Trump

-Emañ Michel Barnier é jaojañ e strategiezh evit ar budjed 2025: marc'hatañ pe risklañ ar sañsur?

-20 vlez kastiz a zo bet goulennet get ar brokuler doc'h Dominique Pelicot

-Troc'hoù budjed bras-tre a faota da penn rannvro Broioù al Liger gober


Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio