Ur yalc'had 'vit reneveziñ an tiez kozh 'ba bro Landerne-Daoulaz
Fell 'ra da gumuniezh kumunioù Landerne-Daoulaz lakaat an dud 'zo perc'henn war un ti kozh reneveziñ 'nañ, an tiez 'zo savet muioc'h evit pempzek vloaz 'zo. Se 'zo koaz 'zo kroet steuñvioù da skoazellañ an dud se, an OPAH (Opération programmée d'amélioration de l'habitat) 'yaio betek ar bloavezh 2016. Pal ar jeu eo arc'hantaouiñ kant pemp raktres warn-ugent bep bloaz. Selaouomp Marie-Claude Morvan bez-prezidantez kumuniez kumunioù Landerne-Daoulaz 'zo karg eus an afer. Gant Erwan Blanchard.