Tolpadoù evit goulenn adunanidigezh Breizh.
D'an 30 a viz Mezhewen 1941 oa bet sinet get ar Maréchal Pétain hag e vinistr ketañ François Darlan, an dekred evit akempenn stumm ar vro ha distagiñ ar Liger-Atlantel a Vreizh. Un aozadur hag a zo chomet goude hag a chom c'hoazh hiziv an deiz. A-c'houe tri blez bremañ e vez graet trouz d'an termen-mañ ag ar blez get Breizh Unvan, evit monet enep an deviz-se ha goulenn ma tay al Liger-Atlantel edan barregezh Rannvro Breizh. Bodadegoù vo un tamm e pep lec'h dirak prefetier hag isprefetier ar vro ha roet e vo lizherioù da brezidant ar republik. Iffig Cochevelou, perzh e Breizh Unvan, neus displeget hiroc'h da Yaelle ar Mouel.
'benn diriaou da 6 eur e vo an tolpadoù dirak prefetier ha isprefetier ar vro.