10 vlez zo oa bet kroueet « devezh european ar yezhoù minorelaet ».
Bep 26 a viz Gwenoloñ e vez lakaet ar yezhoù bihan àr-wel get Kuzul an Europ. Gwelet e vez splann penaos ne vez ket doujet doh ar yezhoù bihan d'ur mem feson e pep lec'h. Ba lod broioù e vez ofisiel ar yezhoù bihan-se hag e broioù arall emaint lakaet a-gostez. Klask a ra an Europ diwhenn ar fed eo ur gwir komz ur yezh, neoazh n'he deus ket ar varregezh evit lakaat ar sonjoù-se e pleustr n'ur dremen e bioù ar stadoù. Bruno Le Clainche a zo é labourat get François Alfonsi zo depute european a Gorsika ha perzh er strollad european ar minorelezhoù. Lâret neus hiroc'h diàr-benn galloud an UE fed ag ar yezhoù da Yaëlle ar Mouel.
http://www.coe.int/t/dg4/linguistic/jel_fr.asp