Le passé
LE PASSÉ
Ur film sevenet gant : Asqhar Farhadi (2013).
Gant : Bérénice Bejo, Tahar Rahim, Ali Mosaffa.
Troiñ ha troiñ a ra mab-den etre un nebeud temoù, ataw ar memez re, temoù hag a vehe evel barroù e gaouidell. Ha daw dezhañ ober gant al lec'h strizh a chom dezhañ da vevañ ennañ. Etre ar spas hag an amzer ema e lec'h. Oblijet e vez an den ober gante ataw, hag henn gouied a rit, a-c'houde Einstein, boud eh eus ul liamm kreñv etre ar spas hag an amzer.
Setu un istoer hag a laka ar biz war an amzer, gant ar pouez lakaet war an amzer dremenet kentoc'h. Tremenet, ya, mez pas toutafed. Doned a ra an amzer-se, waet kuit sañset, da ampouezoniñ an deiz a-vremañ ha da barraad douzh an dud sujet dezhañ a brepariñ àrc'hoazh, o amzer da-zoned.
Ur bern traoù a vez sujet d'an amzer ; an oll draoù e gwirionez. Evid lod kàer anezhe n'eus ket problem ebed. Leuskel a raont an amzer d'ober he labour-uziñ warne. Heb keuz na klemm. Ar pezh a zegouezh gant ar menezioù, gant ar gwez, gant al loened zokén.
Evid ul lod arall, evid an dud dreist-oll, e vez diaesoc'h añdur, diaesoc'h gouzañviñ an uzañs-se. Ha diaesoc'h c'hoazh pa za ar pezh a oa waet kuit gant ar bloazioù doned en-dro da atahinañ an dud.
N'eo ket ar santimantoù er-maez a uzañs an amzer. Ar c'hontrel eo mem. Pa soñj an dud en o c'harantezioù tremenet, e c'hell o soñjoù boud bravaet pe boud gwelet gante duoc'h eged ma oant e gwirionez c'hoazh. Setu amañ istoer ur c'houblad dispartiet pewar bloaz so ha tri c'hrouadur gante. Bevañ a ra ar plac'h e Pariz gant he bugale ha gant un den arall. Mez goulennet he doa-hi gant he gwaz kentañ doned d'he gweled evid achu gant afer an divors, an dizimeziñ. Pa zegouezh ar gwaz kentañ en-dro ne dremen ket an traoù sioulig. Abalamour d'an darempredoù etre ar verc'h koshañ hag he mamm marse. Mez ive marse a-gaoz ma n'eo ket achu da vad an traoù etreze o daou.
Etre daou soñj e tiskouez ar c'houblad kozh boud, hag evel-rezon n'eo ket an tortal-se heb trubuilhañ buhez an dud tro-dro, brazarded ha bugale.
Talviñ a ra ar boan moned da weled ar film-sen hag a ziskouez Bérénice Bejo en ur roll dic'hortoz : bremañ e ouio an arvesterion penaoz e c'hell boud ar gomedianez pa vez kounnaret, pa vez maliset ruz. Ur priz ispisial, heni an aktorez wellañ, he deus resevet e Cannes ar bloaz-mañ evid he rol er film-mañ.
Neuze, plijadur d'an oll er salioù teñwel.
JCLR.20130613.