en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Pierre Rabhi au nom de la terre

Pierre Rabhi au nom de la terre

PIERRE RAHBI AU NOM DE LA TERRE Ur film sevenet gant : Marie-Dominique Dhelsing (2012) Gant : Pierre Rabhi, Edgar Morin... N'eo ket ar sinema evid diskoueziñ filmoù da ziverrañ hebkén. Gelliñ a ra boud ive ur sort skol, ur fenestr digor war ar bed gwirion, ur banne avel fresk gouest da roiñ boued maguz d'hon speredoù naoneg. Rag lod ahanimp, d'an nebeutañ, a zo daet da voud tremen-skuizh gant trouz ar bed, skuizh gant ar mod ma vez lakaet an dud da lonkañ lostoù-leueioù bemdez-doue. Setu ur film plijuz hag a ra vad. Ha perag ? Netra da weled gant an istoerioù roet dimp da weled evid ma kavimp berroc'h hon amzer, evel ma ne vehe ket berr hon amzer hebté dija. Ar filmoù-se a goust milionoù da sevel. N'eo ket ag istoerioù-se e vo hanw amañ, mez ag an Istor, an Istor braz gant un i braz. Filmet he deus Marie-Dominique Dhelsing un den hag a ra an Istor. Ha diouzhtu e vez santet n'eo ket an den-se é livañ gevier dimp. Un den bihan a gorf, daet ag an Aljeri, mez un den hag a anav mat hor bro goude boud bet desavet enni. Un den etre daou ved, nord ha sud, evel ur bochad tud. Mez n'eo ket Pierre Rahbi un den evel an dud arall. Bet eo bet un den ordinel nawazh, hag e-pad degadoù, p'en doa divizet kuitaad ar bed a-vremañ ha distroiñ d'an douar, evel ma yahe a-dreñv, a-gul. Komprenet en doa, e-raog an darn vuiañ a dud e rumm, e oa ar bed é voned a-dreuz. En Ardech en doa kavet un dachenn da brenañ, ha du-se en doa desket pareañ an douar, aesaad dezhañ. Du-se, e-pad bloaziadoù, gant e vaouez hag e vugale, en doa peurlipet ar mod da respetiñ an douar ha d'henn lakaad da roiñ d'an dud ar boued hon eus oll dober anezhañ. Bremañ, gant e skiant-prenet, e vez goulennet gantañ doned da ziskoueziñ an hent evid sevel ar bed da zoned. Amañ, mez ive er Burkina-Faso, er Roumani ha kement a zo. Setu penaoz e c'hell tud zo en em lakaad er-maez ag ar jeu olleg e-pad ur prantad, ur prantad hag a c'hell boud hir-mat. Hag en un taol setu-gi war al leurenn a-gaoz ma o doa kemeret an amzer da selled pelloc'h eged o c'hempredidi. Daet eo Pierre Rahbi da voud ur c'helenner evid an dud a gomañs kompren n'eo ket gant an hent mad ema an denelezh é kerzhed a-c'houde un tammig so. É kerzhed pe é redeg kentoc'h. Arabad pennfolliñ : klaskomp kompren kentoc'h. Petra zo kaoz eh a an traoù a-dreuz ? Ne respetomp ket mui an douar, ne sellomp ket pell a-walc'h, ne soñjomp ket e dazont hon bugale. Pesort douar a vo laosket dezhe ? Ar re a c'horto penaoz e vez graet rotel mad (kompost mar karit) a vo dipitet. Ne vo ket kavet er film modoù-ober pleustreg, mez kouviañ a ra an oll d'arrest a redeg un herradig ha d'en em lakaad da soñjal un tammig. Ne chom ket Pierre Rahbi da hunvreal, mez hunvreal a ra ive. Savet en deus meur a lec'h ma ya an dud da zeskiñ penaoz ober, ha moned a ra an traoù war-raog. Ha moned a yahe fonnaploc'h c'hoazh ma rahe peb unan evel kolibri an istoer a vourr Pierre Rahbi é kontiñ. Ha setu ar sorbienn-se : AR C'HOLIBRI Kroget e oa an tan ur wezh er goadeg vraz, pell, du-hont, en Afrik, ha spontet net oa ar loened a veve enni. Hag int da achap par ma c'hellent, ha d'en em gavoud oll war tor ur menez tost lec'h ma c'hellent, dic'halloud groñs, arvestiñ douzh an distruj : flammennoù ramzel, fulad helaezh, moged du, tommder, splannder ruz an ifern ! Hag an oll é klemm, hag an oll é hirvoudiñ, hag an oll é oueled hag é termal ! Al leon, ar zebr, an olifant, an tigr, al logodenn, an dourvarc'h, an aourgi, ar gelionenn tse-tse, ar bôa hir, ha m'oar-me... Hag an tan da lonkañ ar goadeg, da lonkañ o buhez, didruez-kàer, diehan... En un taol, setu ar c'holibri - na munuted un evn ! - é nijal a-denn-askell war-du an avon a rede kamm-digamm douzh troad glaz ar menez. Hag al labousigan da gemer un dapenn dour en e bigos ha da nijal en-dro, tre beteg an tantad ha da skopiñ e dapennig war ar flammennoù garw. Ha distro d'an avon hag en-dro goude david an tantad da skopiñ e eil tapenn, hag ataw evel-se gant e droioù souezhuz. Ha souezhet just a-walc'h an oll loened arall gant kement a ardoù, rag ardoù diefed war an tan-gwall e oa, re anad ! Hag an oll é klask henn digalonekaad, hag an oll éc'h ober goap anezhañ : "Arrestit, paourkaezh Kolibri, n'oc'h ket evid lazhañ un tan ken braz, c'hwi ken bitig ! Sod oc'h ! Chomit amañ ganimp, pell a-zoc'h an dañjer! Na petra oc'h é klask aze ? Ho klod ? " Setu respont ar c'holibri, etre diw dapenn dour : "Ober a ran ma lod ! " Aze ema spered Pierre Rahbi, me 'gred : da beb unan d'ober e lod. Ale, plijadur deoc'h oll er salioù teñwel. JCLR.20130602.
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio