Keleier ar vro d'ar Yaou 21 a viz Du 2024
Kinniget gant Gwenvael Delanoe.
Disoc'h ar prosez a-enep komzoù gouenelour o doa taget Ti ar Vro Gwened
Diriaou e oa bet roet disoc'h ur varnadenn gortozet e bed ar c'hevredigezhioù brezhonek. Kondaonet eo bet Florian Mehat, 39 bloaz, eus an Naoned, da bevar miz toull-bac'h ha 1600€ evit bezañ kunujennet hag embannet komzoù enepyuzev ha gouennelour dre bellgomz en daou vloaz tremenet a-enep da dud Yezhoù ha Sevenadur hag an ACB, Ajañs Sevenadur Breizh e Naoned. Met ivez a-enep d'ur c’hopradez eus Ti ar vro Gwened, Anne-Claire Quivijer, du he c’hroc’hen. Enora Molag eus Radio Bro Gwened he doa goulennet he santimant diganti da heul disoc'h ar prosez.
Beilhadeg Plegad-Gwerann
Un darvoud eus a vravañ a vo dalc’het ‘benn disul en Treger Vihan, en brezhoneg penn-da-benn, gant kalzig a vrezhonegerien a-vihanig. Ba Plegad-Gwerann, kichen Plouigno, e vo dalc’het an eil beilhadeg aozet gant ar strollad « Brezhoneg e Plouigno » ha KLT – Ti ar vro Montroulez. Warlene, evit an dro gentañ, ‘neus graet berzh an abadenn. Hiroc’h lâret diouzhtu gant Herve Lautrou, ‘zo ‘touez an aozerien.
Pezhioù-c’hoari, muzik, kanaouennoù… Leun e vo ar roll, peogwir e krogo da 2eur hanter beket 6eur noz, gant un tamm ehan ‘ba kreiz memes tra, da evañ ur bannac’h chistr pe gafe. 6 euro ar mont-e-barzh, peadra da rastellat arc’hant evit ar gevredigezh Mimi Pour La Vie, a gaso ar gwenneien da stourm enep ar c’hrign-bev.
Komzet e vo ivez :
eus an erc'h er vro
eus ar goañv o tostaat en Ukrainia
eus an harz-labour en SNCF hag en taksioù
eus Les Folles Journées de Nantes a gollo ur yalc'had a-bouez