Lizher 15 : Kartenn «Correspondance des Armées» ; skrivet d'ar 27.12.1914
Lec'h : Vassognes, e-tal Bourg-et Comin.
///«Yen eo !... Kaer eo bout e-tal an tan. Tavet en d eus kanonoù an eneberion. E vo boulc'het ar blez nevez ha boulchet er brezel. Doue da reiñ deoch ur blezad pasianted e-kreiz an anken.Yeched deoch, yeched dar vugale, yeched da mamm ha dam zad. Re deñval eo an amzer da zonet. A galon hag a spered geneoch hag amañ a gorf hepken»///
Komañs a ra ar soudarded gober soñjoù ; ne vo distag ebet a-raok pell ; ar vertuz a basianted ; plegiñ da volontez Doue ; tres al linennoù a-dreist Vassognes e fin 1914.