Neñvoù a vojennoù, ur veaj dre aer
Ur film e brezhoneg a vo skignet 'benn fenoz e Lokorn da 8e. Ur film faltazi eo Neñvoù a vojennoù, sevennet gant Ariel Neo ha deuet maez warlene. Met kenderc'hel a ra da dreiñ ha kas a ra ac'hanomp dre an oabl a-us da Vreizh oc'h heuliañ sell un erer. Ha lusket e vezer ivez gant arzourezed hag arzourien ar vro. Awenet eo an istor diwar un istor gwir, istor an erer Dana a oa achapet kuit deus Aquashow Gwaien e 2019... Muioc'h a zisplegadennoù war ar film divoutin-mañ gant Goulwena an Henaff, a zo unan eus tudennoù ar film. Displegañ a ra doemp petra oa mennozh ar realizatourez.
'Benn fenoz neuze e vo skignet Neñvoù a vojennoù, ur film berr e brezhoneg, asambles gant an teul-film a gont peseurt-mod e oa bet troet ar film. Da 20e noz e vo er sal « ti Lokorn », ha dont a raio ar realizatourez da ginnig hec'h oberenn. Digoust ha digor d'an holl e vo an abadenn.