Avel em fenn - Lun 14 a viz Gouel-Mikel
Ouzhpenn 1 700 lec'h Natura 2000 a zo e Frañs. Ur rouedad krouet gant Unvaniezh Europa evit gwareziñ ha mirout lec'hioù hag annezvaoù naturel ar plant, ar loened hag an evned. O kemer e kont an intrudu ekonomikel, sokial, sevenadurel ar vro. Muioc'h get Erwan Stricot a zo animatour natura 2000 e bro Ar C'hab, àr e vicher. Un atersadenn get Marianne Vaidie (Radio Kerne).
Kerzhadegoù a oa aozet an dibenn-sizhun paset e pep korn bro Frañs, evit difenn ur feson da broduiñ boued lec'hel, bio hag a galite. Ur gerzhadeg lipous 12km a vo an dibenn-sizhun e tonet d'ar Sadorn 19/10 e Bro Pondi. Aozet eo get 7 aozadur ag ar vro (Amap, Biocoop, Ekolokobio, Cantine des Halles, La châtaigne, Abc, stal an Nervenn Vras - Gros Chêne). Muioc'h àr an darvoud get Maryline Pollet prezidantez an Amap, hag Andrea Ar Gal a zo ezel Ekolokobio.
Un devezh evit istitliñ ur video 10 munut... Nag a labour kaset da benn evit uhelaat kalite ar pezh a kinniger. Talvoudus eo digoriñ hor labour d'ar muiañ niver a dud. Ur seurt tra a zo bet komprenet mat get skipailhad Brezhoweb. Muioc'h get Florent Grouin, karget ag ar produiñ evit ar chadenn tele.
Keleier ar vro: Anton Burel dre-eeun a Roazhon
Avel em fenn: animiñ ha teknik get Enora Molac dre-eeun ag RBG.