Larsen ha mediator 137 : Ar rock hag an apartheid (1)
D’ar 17 a viz Here 1979 e reseve rock-star an iliz, Seurez Theresa, priz nobel ar peoc’h. Rock-star ar folk, Bob Dylan, a voe priz nobel lennegezh e 2016. Etretant e reseve Nelson Mandela priz nobel ar peoc’h d’e dro d’an 10 a viz kerzu 1993. Hiziv, e Larsen ha Mediator e pledomp gant an apartheid ha Nelson Mandela, rak ar sonerezh en deus bet ur pouez er stourm ouzh an apartheid ha se adalek fin ar bloavezhioù 40. Lod eus an arzourien o deus ranket kuitaat o bro, reoù all o deus klasket tremen e-biou d’ar sansur ha Nelson Mandela en deus awenet un toullad strolladoù.
Playlist :
- The African Inkspots (foñs-son)
- Ladysmith Black Mambazo : Shosholoza (foñs-son)
- Peggy Seeger hag Ewan MacColl : The ballad of Sharpeville
- Miriam Makeba : Nongqongqo (To Those We Love)
- Amaqawe Omculo : Jabulani Balaleli (foñs-son)
- Sony Okosun : Fire in Soweto
- Steel Pulse : Biko’s Kindred Lament
- Peter Gabriel : Biko
Levrlennadur :
« In township tonight ! » David B. Coplan – Embannadurioù Karthala