Ar PCM : ar c'hleub paledoù a zo bet savet nevez zo e Kastell-Briant
Aï eo krog sezon ar paledoù, gant an nevez amzer ha gant-se sezon ar paledoù, etre miz mae ha miz Gwengolo e vez koñkourioù un tamm pep lec’h b’ar vro, ha se ingal a-hed an nevez amzer hag an hañv. Ur sport hengounel ‘giz Bouloù Breizh hag a ra berzh. Pe vije b’ar c’hoñkourioù pe b’ar skipailhoù paledoù e vez muioc’h muiañ a dud o kemer perzh, tud kozh war o leve kenkoulz hag an dud yaouank. E Kastell-Briant e oa bet savet ur skipailh paledoù anvet « les amis du palet castellbriantais » daou vloaz zo, ha setu ur skipailh nevez zo bet savet ba kêr benn bro Vez un nebeut mizioù zo, ar PCM Palet Club la Muloche. La Muloche a zo an anvlec’h, ur vilajenn chouk da bourk Kastell-Briant lec’h m’emañ staliet ar skipailh. aozañ a reont ho koñkour kentañ d’an 8 a viz Even. Setu Jonathan Guillaume Prezidant ar PCM
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel