en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 2 a viz Here 2024

Keleier ar vro d'ar Merc'her 2 a viz Here 2024

Kinniget gant Gwenvael Delanoe.

 

Manifestadegoù gant ar sindikadoù

Gervel a rae tri sindikad (CGT, FSU ha Solidaires) d'ober harz-labour dec'h, evit kreskiñ ar goproù ha lemel kuit reform al leveoù. E Kemper e oa en em vodet un 800 bennag a dud, kalzig a liseidi en o zouez. Sklaerenn Noizel, skolaerez, a oa unan eus ar re gentañ oc'h en em gavout plasenn ar Rezistañs. Selaouomp anezhi, hag Etienne Emilie warlerc'h, ouzh mikro Metig Jakez-Vargas.

 

Distro-skol ha 30 vloaz Kejadenn

Anton Burel zo aet da emvod-meur ur gevredigezh anavezet mat ba bed ar vrezhonegerien, ar gevredigezh Kejadenn hag a lido ar bloaz-mañ e dregont vloaz. Maela hag Anouk a gonto deomp ar pezh a vo ar bloaz-mañ.

 

Komzet 'zo ivez eus :

- Trec'h Brest e Champion's League

- Prezegenn Michel Barnier er Vodadenn Vroadel

-Bombezennoù-nij tennet gant Iran ouzh Israel

- Jean-Marie Le Pen o kanañ gant neo-nazied

- Total Energies a vije bet liammet gant drouk-lazhadeg kantadoù a dud e Mozambik

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio