en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

1500 a dud o deus dibunet en Naoned evit unaniñ ar vro

1500 a dud o deus dibunet en Naoned evit unaniñ ar vro

Disadorn ez eus bet dalc’het ur vanifestadeg b’an Naoned evit adunaniñ ar vro, evit kaout ur gwir gallout politikel gant servijoù publik hag evit ar c’hengred etrebroadel. Degadoù a gevredigezhioù hag a strolladoù bolitikel o doa galvet d’ar vanif-mañ. An abeg pennañ a oa neus ket bet a vanifoù evit Naoned e Breizh abaoe 5 bloaz bremañ, hag en deus divizet rannvro Broioù al liger dilemmel an holl yalc’hadoù a veze roet d’ar c’hevredigezhioù sevenadurel breton e Bro Naoned. 1500 a dud o deus dibunet b’ar straedoù, gant bannieloù Breizh met ivez reoù Kanaky, Palestina ha Liban … Annwenn Bricaud a oa e mesk an dud-se hag he deus embannet prezegenn an aozerien e fin ar vanifestadeg

 

Ur pennad-kaoz gant Liza Jakez Vargas deus Radio Naoned

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio